Daniel 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile. |
Nikun n'eo skuizh en o zouez, nikun ne vrañsell, nikun ne gousk, nikun ne vored, nikun a zo dizereet gouriz e zivgroazell, na torret korreenn e votoù.
Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Mab an den, tro da zremm ouzh Jeruzalem, prezeg etrezek al lec'hioù santel, hag e profedi a-enep bro Israel.
D'an eil bloaz eus ren Nebukadnezar, en doe Nebukadnezar huñvreoù. E spered a oa trubuilhet ha ne c'helle ken kousket.
Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommañ.
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!
ha gwelet em eus un huñvre a spouronas ac'hanon; ar soñjoù am eus bet war va gwele ha gweledigezhioù va fenn am zrubuilhas.
War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivañ a-dal d'ar c'hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive.
Amañ ec'h echu an dra-se. Evidon-me, Daniel, va soñjoù a spontas ac'hanon kalz, va dremm a gemmas, met em eus miret an dra-se em c'halon.
Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoù a zroukliv.