Daniel 7:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned28 Amañ ec'h echu an dra-se. Evidon-me, Daniel, va soñjoù a spontas ac'hanon kalz, va dremm a gemmas, met em eus miret an dra-se em c'halon. Ver Capítulo |
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!