N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Apocalyps 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d’hon Doue a zo azezet war an tron ha d’an Oan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan. |
N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk.
Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.
A-dra-sur, en aner emaomp en gortoz eus ar c'hrec'hiennoù hag eus niver ar menezioù. A-dra-sur, en AOTROU hon Doue eo silvidigezh Israel.
Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n'eus salver ebet nemedon.
Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.
Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.
Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue,
An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.
Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.
Bez’ e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.