O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.
Apocalyps 21:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez. |
O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.
Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.
Yac'haat a rin o emsavadeg, o c'harout a rin a-volontez-vat, rak va c'hounnar a zo distroet diouto.
En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.
Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se?
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?
Hogen ni, n’hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c’hras.
Mar mañson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc’hant, mein prizius, koad, foenn, soul,
Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?
a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,
Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.
hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,
Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreñv a zeuas eus templ an neñv, eus an tron, o lavarout: Graet eo a gement-se!
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.