Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiañ-karet e-touez an dud yaouank. C'hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennañ; he frouezh a oa dous da'm staon.
N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.
Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.
Pep boud bev a fiñv a vevo en holl lec'hioù ma redo an daou froud, hag e vo kalz a besked. Pa zeuio ar froud, yac'haet e vo an doureier, ha pep tra a vevo e-lec'h ma redo.
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.