Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 22:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 22:17
29 Referencias Cruzadas  

Ael an AOTROU a gamp en-dro d'ar re a zouj anezhañ, hag e tieub anezho.


Tennañ a reot dour gant levenez eus mammennoù ar silvidigezh.


Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklêrijenn an AOTROU!


Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.


Hag e kasas ac'hanon en-dro da zor an ti. Ha setu, dour a zeue er-maez a-zindan treuzoù an ti ouzh ar sav-heol, rak talbenn an ti a selle etrezek ar sav-heol, hag an dour a ziskenne a-zindan kostez dehou an ti, er c'hreisteiz d'an aoter.


Meur a vroad a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


An daou ziskibl en klevas o komz evel-se hag a heulias Jezuz.


Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.


Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se?


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?


An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.


ha ma’z int reishaet evit netra dre e c’hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,


Hogen ni, n’hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c’hras.


Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.


Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.


Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.


Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos