Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 ha ma’z int reishaet evit netra dre e c’hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus‐Christ,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 3:24
21 Referencias Cruzadas  

Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Met krediñ a reomp ez omp salvet dre c’hras an Aotrou Jezuz-Krist, kenkoulz hag int.


Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,


Hogen, gopr an hini a labour n’eo ket kontet dezhañ evel ur c’hras met evel un dra dleet,


O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.


hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù.


a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos