Met doujañ a reot an AOTROU, en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt gant un nerzh bras hag ur vrec'h astennet. Dirazañ eo e stouot, ha dezhañ eo ec'h aberzhot.
Adlezenn 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned diwall d'ankounac'haat an AOTROU en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh. |
Met doujañ a reot an AOTROU, en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt gant un nerzh bras hag ur vrec'h astennet. Dirazañ eo e stouot, ha dezhañ eo ec'h aberzhot.
pa vez klevet an hini a eneb ouzhin hag am heskin, ha pa vez gwelet an enebour hag ar veñjer.
Va Doue, en e vadelezh, am diaraogo. Doue a lakaio ac'hanon da welout gant levenez va enebourien.
ma lakaint o fiziañs e Doue, ma n'ankounac'haint ket oberennoù Doue, ma virint e c'hourc'hemennoù,
Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;
Moizez a lavaras d'ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac'hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.
Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU , me a denno ac'hanoc'h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac'hanoc'h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac'hanoc'h dre ur vrec'h astennet ha barnadegoù bras.
gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.
Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.
Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Graet em eus un emglev gant ho tadoù en deiz ma tennis anezho eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, en ur lavarout dezho:
Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.
O kaout ar pempilh, o welout anezhañ, ho po soñj eus holl c'hourc'hemennoù an AOTROU hag e heuliot anezho, ha ne heuliot ket ho kalonoù hag ho taoulagad evit kouezhañ er gasterezh.
Dilezet ec'h eus ar roc'h en eus da c'hanet, ankounac'haet ec'h eus an Doue en deus da stummet.
Taolit evezh gant aon na ankounac'hafec'h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc'h ha na rafec'h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.
Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.
Pa ez po debret hag ez po da walc'h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d'ar vro vat en devo roet dit.
Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.
Hag e tilezjont an AOTROU, Doue o zadoù en devoa tennet anezho eus bro Ejipt, hag ez ejont war-lerc'h doueoù all, a-douez doueoù ar pobloù a oa en-dro dezho, hag e stoujont dirazo. Evel-se e fulorjont an AOTROU.