Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl, heñvel ouzh Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, evit ober dezhañ un anv, hag evit ober ez keñver hag e-keñver da vro traoù bras ha spontus, en ur gas kuit dirak da bobl ac'h eus dasprenet evidout eus an Ejipt, broadoù hag o doueoù?
hag e lakaio ac'hanout dreist an holl bobloù en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d'an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret.
Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.
Goulenn digant an deizioù tremenet a zo bet a-raok dit, adalek an deiz ma krouas Doue an den war an douar, hag adalek penn an neñvoù betek dibenn an neñvoù, hag-eñ ez eus bet un dra ken bras, hag-eñ ez eus bet klevet un dra heñvel?