Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Tostait ouz Doue, hag hen a dostai ouzoc’h. Netait ho taouarn, pec’herien, ha c’houi, pere a zo daou‐hanteret ho calon, purifiit, ho calonou;

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 4:8
44 Referencias Cruzadas  

Abraham a dostaas hag a lavaras: Ha lakaat a ri ivez an hini reizh da vezañ kollet gant an hini fallakr?


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


ha koulskoude n'eus torfed ebet em daouarn, ha glan eo va fedenn.


Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.


Pa en em walc'hfen gant dour erc'h, pa naetafen va daouarn gant soavon,


Kasaat a ran ar soñjoù didalvez, met karout a ran da lezenn.


An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.


Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en deus, rak kavet en deus e blijadur ennon.


An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ.


Gwalc'hiñ a ran va daouarn en dinammded, hag e ran an dro da'z aoter, o AOTROU,


Va laka da glevout al levenez hag ar joa, ma laouenaio an eskern ac'h eus bruzunet.


A-dra-sur en aner eo em eus naetaet va c'halon, hag em eus gwalc'het va daouarn en dinammded,


Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.


Piv bennak a vo kavet a vo treuzet, piv bennak a vo tapet a gouezho dre ar c'hleze.


Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.


En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioù uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


En deiz ma em eus da c'halvet, tostaet ec'h eus en ur lavarout: Na'z pez ket aon!


Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?


Lavarout a ri eta dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit din, eme AOTROU an armeoù, hag e tistroin deoc'h, eme AOTROU an armeoù.


Abaoe amzer ho tadoù oc'h en em bellaet diouzh va reolennoù ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoù. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp?


Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.


Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc’hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.


Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.


n’en deus graet diforc’h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c’halonoù dre ar feiz.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.


lodennet eo e galon ha kildro eo en e holl hentoù.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Saül a savas d'an AOTROU un aoter, a voe an aoter gentañ a savas d'an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos