sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,
Adlezenn 33:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N'eus hini hag a vefe heñvel ouzh Doue Jeshurun, a zeu da'z sikour douget war an neñvoù, ha war e goabrennoù en e veurdez. |
sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,
Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc'h ober burzhudoù?
Dre vraster da veurdez e tiskarez da enebourien. Kas a rez da gounnar, ez int pulluc'het evel plouz.
Eñ a respontas: A-benn warc'hoazh. Ha Moizez a lavaras: Graet e vo hervez da gomz, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzh an AOTROU hon Doue.
Aaron a astennas e zorn war doureier an Ejipt, hag ar raned a bignas hag a c'holoas bro Ejipt.
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!
Piv en deus klevet un hevelep tra? Piv en deus gwelet traoù heñvel outo. Ur vro, ha gwilioudet eo en un devezh? Ur vroad, ha ganet eo en ur wech hepken, m'he defe ganet Sion he mibien kerkent ha ma oa bet er gwentloù.
Hag a-enep ar stêrioù eo fulor an AOTROU? Da gounnar, ha bez' eo a-enep ar stêrioù, ha da fulor, a-enep ar mor, evit ma vefes pignet war da gezeg, war da girri trec'hus?
Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.
Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetañ.