Aberzhiñ a reas da zoueoù Damask o doa e gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoù rouaned Siria d'o sikour, ec'h aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitañ hag evit holl Israel e voent un abeg da gouezhañ.
Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.
Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.
Bremañ pedit eta dirak dremm Doue, evit m'en devo truez ouzhimp! Kement-se o tont eus ho taouarn, hag-eñ e tegemeri mat ac'hanoc'h? eme AOTROU an armeoù.
Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.