Ozea 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 O diaraogin evel un arzhez pa'z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c'halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoù.
Hag Hushai a lavaras: Anavezout a rez da dad hag e dud, tud kadarn ez int, o c'halon a zo c'hwerv, evel un arzhez a vefe kemeret he reoù vihan diganti er parkeier. Ha da dad a zo un den a vrezel na dremeno ket an noz gant ar bobl.
o yudadeg a zo evel hini leoned, yudal a reont evel leoned yaouank, krozal a reont hag e krogont en o freizh, e gas a reont ganto ha n'eus den evit sikour anezhañ.
Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.