Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
Adlezenn 28:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deñvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoù, heskinet ha dibourc'het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiñ ac'hanout. |
Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
Hag e ro gant fonnder d'ar rouaned ac'h eus lakaet warnomp en abeg d'hor pec'hedoù. Mestroniañ a reont hor c'horfoù hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma'z omp en un enkrez bras.
Mont a reont a-dastorn en deñvalijenn hep gouloù, hag o laka da horjellañ evel tud mezv.
war an deiz e kavont an deñvalijenn, hag e kerzhont a-dastorn da greisteiz evel da noz.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn etrezek an neñv, evit ma vo teñvalijenn war vro Ejipt kement ken e c'haller he stekiñ.
Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.
Rak ur vouezh hirvoudus a vez klevet eus Sion: Penaos omp bet distrujet? Goloet omp a vezh, rak dilezel a reomp ar vro hag eo diskaret hon teltennoù!
Kerzhout a raent evel dalled dre ar straedoù, saotret a wad, kement na c'helled ket stekiñ ouzh o dilhad.
Lakaat a rin an dud en estrenvan, hag e kerzhint evel dalled, dre m'o deus pec'het a-enep an AOTROU. Hag o gwad a vo skuilhet evel ar poultr, hag o c'hig evel lastez.
Kemer anezho ganit, en em c’hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzañ o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n’eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac’hanout, met e kendalc’hez da virout al lezenn.
Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
Er bloaz-se e waskjont hag e vac'hjont mibien Israel, hag e-pad triwec'h vloaz holl vibien Israel a oa en tu all d'ar Jordan, e bro an Amoreaned a zo e Galaad.
Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn ar Filistined e-pad daou-ugent vloaz.