Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Lakaat a rin an dud en estrenvan, hag e kerzhint evel dalled, dre m'o deus pec'het a-enep an AOTROU. Hag o gwad a vo skuilhet evel ar poultr, hag o c'hig evel lastez.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 1:17
41 Referencias Cruzadas  

Gra dezho evel da Vadian, evel da Sisera, evel da Jabin e froud Kison,


Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu, ar wech-mañ ez an da dalmañ tud ar vro, hag e lakain anezho war enk, hag e vint tapet.


Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.


Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,


Kement-se, ha ne c'hoarvez ket ganit dre ma ec'h eus dilezet an AOTROU da Zoue, e-pad ma rene ac'hanout dre an hent?


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Da hent ha da oberoù o deus degaset an traoù-se dit, frouezh da zrougiezh eo. Kement-se a zo c'hwerv, ya, tizhout a ra betek da galon.


Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.


Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c'hellan ket stourm outo.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


Hag e varnin ac'hanout evel ma vez barnet an avoultrerezed hag a re a skuilh gwad. Hag e laoskin ac'hanout da wad va fulor ha va gwarizi.


Rak he gwad a zo en he c'hreiz, e lakaet he deus war ar roc'h noazh, n'he deus ket e skuilhet war an douar evit e c'holeiñ gant poultrenn.


Evit lakaat va fulor da bignat hag evit sevel an dial, em eus lakaet he gwad war ar roc'h noazh, evit na vefe ket goloet.


Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


An douar a zeuio da vezañ un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoù.


Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n’eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


Met an hini n’emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac’haet en deus glanidigezh e bec’hedoù tremenet.


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos