Adlezenn 28:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
30 Dimeziñ a ri da ur wreg hag un den all a gousko ganti, sevel a ri un ti ha ne chomi ket ennañ, plantañ a ri ur winienn ha ne zastumi ket frouezh kentañ anezhi,
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.
An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.
Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.
Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.
Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.
da ejen a vo lazhet dirak da zaoulagad ha ne zebri ket dioutañ, da azen a vo laeret dirazout ha ne vo ket rentet dit, da zeñved a vo roet da'z enebourien ha ne vo den ebet da zieubiñ anezho.