Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
Adlezenn 28:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a skoio warnout gant follentez, dallentez, digalonegezh, |
Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!
Setu ez an d'ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud.
Hag en deiz-se, eme an AOTROU, kalon ar roue ha kalon ar pennoù a vo spouronet, an aberzhourien a vo souezhet, hag ar brofeded a vo sebezet.
Kerzhout a raent evel dalled dre ar straedoù, saotret a wad, kement na c'helled ket stekiñ ouzh o dilhad.
dre ma vanko dezho bara ha dour, hag e vint souezhet gant an eil ha gant egile, o koazhañ en abeg d'o direizhder.
Setu, c’hwi a zispriz ac’hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d’ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec’h ket ma vefe kontet deoc’h.
An AOTROU a skoio warnout gant goulioù an Ejipt, ruzderioù, gal, tagn, na c'helli ket pareañ anezho.
hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deñvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoù, heskinet ha dibourc'het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiñ ac'hanout.
Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,
Goude-se e lennas holl gomzoù al lezenn, ar bennozhioù hag ar mallozhioù, hervez kement a zo skrivet e levr al lezenn.
Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhañ.