hag e sevenin al le am eus touet d'ho tadoù, reiñ dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!
Adlezenn 27:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Skrivañ a ri warno holl gomzoù al lezenn-mañ pa dremeni evit mont d'ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ur vro a zever gant laezh ha mel, evel m'en deus lavaret dit an AOTROU, Doue da dadoù. |
hag e sevenin al le am eus touet d'ho tadoù, reiñ dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!
Roet ec'h eus dezho ar vro-mañ, ac'h eus touet reiñ d'o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel.
Lavaret em eus deoc’h: C’hwi eo a berc’henno o bro, me a roio deoc’h anezhi da zalc’h, ur vro a zever gant laezh ha mel. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù.
Ober a rejont o c'hontadenn o lavarout: Aet omp er vro ma ez poa kaset ac'hanomp. E gwirionez eo ur vro a zever gant laezh ha mel ha setu aze eus he frouezh.
Mard eo an AOTROU a-du ganeomp, e lakaio ac'hanomp da vont er vro-se, hag e roio anezhi deomp; ur vro eo a zever gant laezh ha mel.
Kaset en deus ac'hanomp d'al lec'h-mañ, ha roet en deus deomp ar vro-mañ, a zever gant laezh ha mel.
Selaou a ri eta, Israel, hag ec'h eveshai ma vo graet diouto, evit ma vi eürus ha ma kreskot meurbet, evel m'en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoù, er vro a zever gant laezh ha mel.
hag ec'h erei anezho evel un arouez war da zorn, hag e vint evel talgenoù etre da zaoulagad;
Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c’halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c’hoazh:
Mibien Israel o doa kerzhet er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, ken na voe aet da get an holl bobl tud a vrezel a oa deuet er-maez eus an Ejipt ha n'o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU . An AOTROU en doa touet dezho n'o lezje ket da welout ar vro a douas an AOTROU reiñ deomp, ur vro a zever gant laezh ha mel.
Hag e skrivas war ar vein un adskrid eus lezenn Moizez, en doa hemañ skrivet dirak mibien Israel.