Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 20:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Lavaret em eus deoc’h: C’hwi eo a berc’henno o bro, me a roio deoc’h anezhi da zalc’h, ur vro a zever gant laezh ha mel. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 20:24
17 Referencias Cruzadas  

Rak o dispartiet ec'h eus a-douez holl bobloù an douar, evit bezañ da hêrezh, evel ma ec'h eus lavaret dre Voizez da servijer, pa ec'h eus tennet hon tadoù eus an Ejipt, Aotrou AOTROU!


P'en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, an Hevianed hag ar Jebuziz, en deus touet da'z tadoù reiñ dit, ur vro a zever gant laezh ha mel, neuze e lidi ar servij-mañ er miz-mañ.


hag em eus lavaret: Me a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus glac'har an Ejipt da vro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz, d'ur vro a zever gant laezh ha mel.


Diskennet on evit o zennañ eus dorn an Ejipsianed hag evit o lakaat da vont eus ar vro-se etrezek ur vro vat ha ledan, ur vro a zever gant laezh ha mel, e-lec'h m'emañ o chom ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae kuit, pign ac'halen te hag ar bobl ac'h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, kae etrezek ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez.


Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


evit ho ren etrezek ar vro-se a zever gant laezh ha mel; met ne bignin ket ez kreiz gant aon na guzumfen ac'hanout en hent, dre ma'z out ur bobl a c'houzoug reut.


Me a lakaio ac'hanoc'h da vont er vro am eus savet va dorn diwar he fenn, da reiñ anezhi da Abraham, da Izaak ha da Jakob, hag e roin anezhi deoc'h evel perc'henniezh, me an AOTROU .


Pa viot aet e bro Ganaan, a roan deoc’h da berc’hennañ, mar lakaan ur gouli lorgnez war un ti eus ar vro a vo deoc’h,


Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.


E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outañ a-ziwar an torgennoù, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoù.


Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos