Adlezenn 23:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned da fin an abardaez en em walc'ho en dour, ha pa vo kuzhet an heol e tistroio d'ar c'hamp. |
Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.
D’ar seizhvet deiz e touzo holl vlev e benn, e varv hag e abrantoù, touzañ a raio e holl vlev, kannañ a raio e zilhad, gwalc’hiñ a raio e gorf en dour, hag e vo glan.
An hini a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, ha n’en devo ket gwalc’het e zaouarn en dour, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Pa vo glanaet an hini en deus ar berad diouzh e verad, e konto seizh devezh evit e c’hlanidigezh; neuze e kanno e zilhad, e walc’ho e gig gant dour bev, hag e vo glan.
An den a zeuio dioutañ sper kediadenn a walc’ho e holl gorf en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour;
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Ma vez unan bennak ac'hanoc'h dic'hlan en abeg d'ur gudenn e-pad an noz, e yelo er-maez eus ar c'hamp ha ne zeuio ket en-dro d'ar c'hamp;
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad