Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.
An aberzhour a sello ouzh an tagn d’ar seizhvet deiz. Ma n’eo ket an tagn astennet war ar c’hroc’hen ha mar kav dezhañ n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.
An aberzhour a sello outañ un eil gwech d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñvaloc’h ha ma n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, un darouedenn eo. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.
An hini a azezo war un dra ma’z eo bet azezet warnañ an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.
An hini en devo dastumet ludu ar vuoc'h a ganno e zilhad, ha dic'hlan e vo betek an noz. Ur reolenn beurbadus e vo evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en o zouez.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.