6 An hini a azezo war un dra ma’z eo bet azezet warnañ an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoù, ehanit d'ober fall,
Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh kig an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.