Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.
an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.
pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak.
Agge a lavaras: Mar stok an hini a zo dic'hlan evit unan marv ouzh an traoù-se, daoust hag-eñ e vint dic'hlan an draoù-se? An aberzhourien a respontas o lavarout: Dic'hlan e vint.
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.