Leviegezh 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 D’ar seizhvet deiz e touzo holl vlev e benn, e varv hag e abrantoù, touzañ a raio e holl vlev, kannañ a raio e zilhad, gwalc’hiñ a raio e gorf en dour, hag e vo glan.
An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.
Mar deu unan bennak da vervel a-daol-trumm en e gichen ha da saotrañ penn e engouestl, e touzo e benn da zeiz e c'hlanidigezh, e touzo anezhañ d'ar seizhvet deiz.
Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiñ, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e walc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint.