Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Hag an imach a gement‐se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus‐Christ;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 3:21
30 Referencias Cruzadas  

En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.


Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.


Eñ a gemeras anezho gantañ d’an eur-se eus an noz hag a walc’has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud.


Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.


Ha bremañ, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc’het eus da bec’hedoù en ur c’hervel anv an Aotrou.


Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?


Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c’hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue.


Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n’o doa ket pec’het dre un disentidigezh heñvel ouzh hini Adam, eñ a oa skeudenn an hini a dlee dont.


Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c’horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.


Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc’h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d’ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac’hanoc’h d’en em c’hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h.


evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc’hadenn en dour gant ar ger,


o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec’h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


Anavezout a rae e c’helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec’h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.


Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c’hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos