Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 d’ar sperejou pere gwech‐all a oa bet difeiz, pa c’hoarvezaz, en amzer Noe, ma oa patianted Doue o c’hortoz, evit ar vech diveza, e‐pad ma oat o sevel an arc’h, en pehini eun niver bihan a dud, da lavaret eo, eiz den, a oe sauveteet a‐dreuz an dour.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 3:20
28 Referencias Cruzadas  

Doue a lavaras da Noe: Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujañ gant an douar.


An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.


An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.


Met Noe a gavas trugarez dirak daoulagad an AOTROU.


En hevelep deiz-mañ, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeas e-barzh an arc'h,


Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.


Noe a zeuas er-maez gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d’ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.


Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.


Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.


Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,


evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc’hadenn en dour gant ar ger,


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


o c’hounit ar priz eus ho feiz, silvidigezh hoc’h eneoù.


Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.


hag ennañ ivez eo aet da brezeg d’ar speredoù dalc’het er prizon,


Evel-se eta, ra zeuio ar re a c’houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C’hrouer feal en ur ober ar mad.


ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,


Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos