Setu perak an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag e vint ur c'hig hepken.
Adlezenn 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar mirit an holl c'hourc'hemennoù am eus kemennet deoc'h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoù hag evit en em stagañ outañ, |
Setu perak an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag e vint ur c'hig hepken.
Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj.
Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.
Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoù, e varnedigezhioù hag e c'hourc'hemennoù.
Mar sentit ouzh ar gourc'hemennoù a gemennan deoc'h hiziv, mar karit an AOTROU ho Toue o servijañ anezhañ eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene,
gant ma viri an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv ha ma ri diouto, evit karout an AOTROU da Zoue ha kerzhout atav en e hentoù, e lakai c'hoazh teir c'hêr war an teir-se,
evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiñ ouzh e vouezh, evit en em stagañ outañ, rak eñ eo da vuhez, hag eñ a hiraio da zeizioù hag e c'helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.
Mirout a reot gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue, e destenioù hag e reolennoù en deus gourc'hemennet dit.
Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.