Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Divar‐vreman ez eo lakeat a‐du evidoun eur gurunen a justis, hag an Aotrou, ar barner just a roio d’in anezhi en deiz‐ze, ha n’e ket d’inme hep‐ken, mes ive da gement hini hen devezo karet he zonedigez.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 4:8
39 Referencias Cruzadas  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!


Doue a zo va skoed! Eñ eo an hini a savete ar re eeun a galon.


grasoù a zastumo en-dro da'z penn, hag e roio dit ur gurunenn a c'hloar.


Din-me e vint eme AOTROU an armeoù, en deiz a gempennan e vint va dalc'h. Hag ec'h espernin anezho, evel ma espern un den e vab a servij anezhañ.


Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken.


Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?


Me a lavar deoc’h penaos en deiz-se, e vo dousoc’h da Sodom eget d’ar gêr-se.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf.


Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.


Huanadiñ a reomp eno, o c’hoantaat gant bervder gwiskañ hor chomlec’h neñvel,


evit tizhout, mar gellan, an adsavidigezh a-douez ar re varv.


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.


Met c’hwi, breudeur, n’emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc’h evel ul laer,


Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.


ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec’hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.


hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc’h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.


ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù.


Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


Gwir eo penaos pep kastiz n’en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc’hius a reizhder d’ar re a zo bet evel-se kelennet.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc’h,


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!


ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:


En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos