Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Adlezenn 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'an AOTROU da Zoue eo an neñvoù ha neñvoù an neñvoù, an douar ha kement a zo ennañ, |
Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar,
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.
Piv en deus roet din en a-raok, ma roan dezhañ en-dro? Kement a zo dindan an neñvoù a zo din.
Diwar-benn an neñvoù, an neñvoù a zo d'an AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.
Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ.
Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.
Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU .
Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?
An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoù a zo ennañ, o vezañ Aotrou an neñv hag an douar, ne chom ket en temploù savet gant dorn an dud.
Met mar lavar unan bennak deoc’h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d’an idoloù, na zebrit ket abalamour d’an hini en deus roet deoc’h an ali-se hag en abeg d’ar goustiañs, rak: D’an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz ’zo; pe e voe en e gorf, n’ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n’ouzon ket, Doue a oar.
mirout gourc'hemennoù an AOTROU hag e reolennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus?
N'eus hini hag a vefe heñvel ouzh Doue Jeshurun, a zeu da'z sikour douget war an neñvoù, ha war e goabrennoù en e veurdez.