Bremañ eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,
An AOTROU en deus gourc'hemennet deomp ober diouzh ar reolennoù-mañ, o toujañ an AOTROU hon Doue, evit ma vimp atav eürus ha ma tiwallo hor buhez evel hiziv.
Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc’het hep bezañ ur selaouer ankounac’haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.