1 Rouaned 8:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Met piv en defe ar galloud da sevel dezhañ un ti, pa ne c'hellont ket e genderc'hel an neñvoù ha neñvoù an neñvoù? Ha piv on-me evit sevel dezhañ un ti, ma ne vefe nemet da lakaat da vogediñ dirazañ?
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz ’zo; pe e voe en e gorf, n’ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n’ouzon ket, Doue a oar.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.