hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, na d'an nec'h en neñvoù na d'an traoñ war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keñver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.
Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.
hag e sevenin al le am eus touet d'ho tadoù, reiñ dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!