Respont a reas: O roue va aotrou, va servijer en deus va zouellet, rak da servijer en doa lavaret: Ober a rin dibrañ va azen, hag e pignin warnañ hag ez in da gavout ar roue, dre ma'z eo kamm da servijer.
2 Samuel 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a lavaras: Ha n'eus den ken eus ti Saül, ma rin en e geñver trugarez hervez Doue? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Bez' ez eus c'hoazh ur mab da Jonatan, mac'hagnet e dreid. |
Respont a reas: O roue va aotrou, va servijer en deus va zouellet, rak da servijer en doa lavaret: Ober a rin dibrañ va azen, hag e pignin warnañ hag ez in da gavout ar roue, dre ma'z eo kamm da servijer.
Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.
Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.
Mefiboshed a oa o chom e Jeruzalem, rak dalc'hmat e tebre ouzh taol ar roue. Hag e oa mac'hagnet eus e zaoudroad.
David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.
ha nemet ouzh da dadoù eo, en em stagas an AOTROU evit o c'harout. War o lerc'h, a-douez an holl bobloù, dibabet en deus ac'hanoc'h, o lignez, evel m'emañ hiziv.
Dre m'en deus karet da dadoù, en deus dibabet o lignez war o lerc'h hag en deus lakaet ac'hanout da vont kuit eus an Ejipt dirazañ e-unan dre e c'halloud bras,