Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!
Da servijer Joab eo en deus graet din reiñ an doare-mañ da'm frezeg. Met va aotrou a zo fur evel un ael a-berzh Doue, evit gouzout kement a c'hoarvez er vro.
Hag ar roue a lavaras: Met pelec'h emañ mab da vestr? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Setu, chomet eo e Jeruzalem, rak lavaret en deus: Hiziv ti Israel a roio en-dro din rouantelezh va zad.
Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!
Ar roue a lavaras: Ha n'eus den ken eus ti Saül, ma rin en e geñver trugarez hervez Doue? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Bez' ez eus c'hoazh ur mab da Jonatan, mac'hagnet e dreid.
Akish a respontas o lavarout da Zavid: Gouzout a ran, rak plijout a rez din evel un ael a-berzh Doue. Met pennoù ar Filistined o deus lavaret: Ne zeuio ket ganeomp d'ar brezel.