Ha pa dostae unan bennak evit stouiñ dirazañ, ec'h astenne dezhañ e zorn, hag e kemere anezhañ hag e poke dezhañ.
2 Samuel 20:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhañ. |
Ha pa dostae unan bennak evit stouiñ dirazañ, ec'h astenne dezhañ e zorn, hag e kemere anezhañ hag e poke dezhañ.
Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.
Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.
Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.
An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.
Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, hag an AOTROU a savas dezho un dieuber, Ehud mab Gera, ur Benjaminad, na rae ket gant e zorn dehou. Mibien Israel a gasas drezañ ur prof da Eglon roue Moab. 16 Graet en doa ur c'hleze a daou droc'h, un ilinad hed, hag e c'hourizas anezhañ dindan e zilhad war e vorzhed dehou.