Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 17:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 17:25
11 Referencias Cruzadas  

Hag Israel hag Absalom a gampas e bro Galaad.


Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!


Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.


Hag ar roue a lavaras da Amasa: Dastum din tud Juda a-benn tri devezh, ha te en em gav amañ.


Ar c'heloù-mañ a zeuas betek Joab. Joab a oa en em savet evit heuliañ Adonija, petra bennak ma ne oa ket en em savet evit heuliañ Absalom. Joab a dec'has e teltenn an AOTROU hag a grogas e kerniel an aoter.


An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.


A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhañ er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoù en doa ouzh e dreid.


Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war-var hor pennoù.


Jese a voe tad da Eliab e gentañ-ganet, Abinadab an eil, Shimea an trede,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos