24 David en em gavas e Mahanaim, hag Absalom a dremenas ar Jordan, eñ hag holl dud Israel gantañ.
Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.
P'en doa gwelet anezho, Jakob a lavaras: Kamp Doue eo! Hag e c'halvas al lec'h-se Mahanaim.
Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,
Distro, distro, o Sulamitez! Distro, distro, ma sellimp ouzhit. Perak e sellit ouzh ar Sulamitez evel ouzh un dañs a ziv vandenn?
hag adalek Hesbon betek Ramad-Mizpe ha Betonim, hag adalek Mahanaim betek harz Debir,