Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 20:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Amasa ne daole ket evezh ouzh ar c'hleze a oa e dorn Joab. Hemañ a roas un taol gantañ en e gof, hag e skuilhas e vouzelloù d'an douar, hep skeiñ warnañ un eil gwech. Hag e varvas. Ha Joab hag Abishai e vreur a redas war-lerc'h Sheba mab Bikri.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 20:10
13 Referencias Cruzadas  

Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.


Met ne fellas ket dezhañ distreiñ, hag Abner a skoas gantañ, gant penn a-dreñv e c'hoaf, kement ken ez eas ar goaf er-maez a-dreñv dezhañ. Hag e kouezhas eno hag e varvas war al lec'h. An holl re a errue el lec'h ma oa kouezhet marv Asael, a arsave eno.


Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhañ.


Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.


armet gant gwaregi, e c'hellent teurel mein gant o dorn dehou ha gant o dorn kleiz, ha tennañ biroù gant o gwareg. Eus Benjamin e oant, a-douez breudeur Saül:


Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.


Mar en deus bountet unan bennak dre gasoni, pe taolet un dra bennak warnañ gant rakpreder, ha ma varv,


Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, hag an AOTROU a savas dezho un dieuber, Ehud mab Gera, ur Benjaminad, na rae ket gant e zorn dehou. Mibien Israel a gasas drezañ ur prof da Eglon roue Moab. 16 Graet en doa ur c'hleze a daou droc'h, un ilinad hed, hag e c'hourizas anezhañ dindan e zilhad war e vorzhed dehou.


Ehud, oc'h astenn e zorn kleiz, a dennas ar c'hleze diwar e vorzhed dehou, hag a sankas anezhañ en e gof.


Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremañ eta, mar plij, va lez da skeiñ warnañ gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos