Amasa a oa ruilhet en e wad e-kreiz an hent, hag an den-mañ, o welout an holl bobl oc'h en em zerc'hel eno, a vountas Amasa er-maez eus an hent d'ur park, hag e taolas warnañ ur vantell, peogwir e wele en em zerc'hel eno an holl re a dremene.
An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.