Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 20:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Amasa a oa ruilhet en e wad e-kreiz an hent, hag an den-mañ, o welout an holl bobl oc'h en em zerc'hel eno, a vountas Amasa er-maez eus an hent d'ur park, hag e taolas warnañ ur vantell, peogwir e wele en em zerc'hel eno an holl re a dremene.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 20:12
7 Referencias Cruzadas  

Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.


Met ne fellas ket dezhañ distreiñ, hag Abner a skoas gantañ, gant penn a-dreñv e c'hoaf, kement ken ez eas ar goaf er-maez a-dreñv dezhañ. Hag e kouezhas eno hag e varvas war al lec'h. An holl re a errue el lec'h ma oa kouezhet marv Asael, a arsave eno.


Unan eus servijerien Joab en em zalc'has e-kichen Amasa en ur lavarout: An hini a gar Joab hag an hini a zo evit David, ra yelo war-lerc'h Joab!


Pa voe lamet diwar an hent, pep hini a yeas e-bioù war-lerc'h Joab, evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.


Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.


Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos