Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!
Roue Asiria a gasas Tartan, Rabsariz ha Rabshake, eus Lakish da Jeruzalem, gant un arme vras, a-enep ar roue Ezekiaz. Pignat a rejont hag e teujont da Jeruzalem. P'o deus pignet, e teujont hag en em zalc'hjont e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.
Goude-se roue Asiria a gasas Rabshake eus Lakish da Jeruzalem gant un arme bras, a-enep roue Ezekiaz. Hag en em zalc'has e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.
Aoz arouezioù ha sav panelloù evidout, taol evezh ouzh an hent, ouzh ar wenodenn ac'h eus aet drezi. Distro, o gwerc'hez Israel, distro d'ar c'hêrioù-se a zo dit!
Mibien Israel a lavaras dezhañ: Pignat a raimp dre an hent bras, mar evomp eus da zour, ni hag hol loened, me en paeo; war droad e tremenin hepken, netra ouzhpenn.
Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma’z eas kuit ac’hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c’houlenn an aluzen.
Hag e lavarjont: Setu, bez' ez eus bep bloaz ur gouel d'an AOTROU e Silo, ouzh hanternoz Betel, er sav-heol eus an hent a bign eus Betel da Sichem, hag e kreisteiz Lebona.
Neuze ar buoc'hed a yeas eeun gant hent Bet-Shemesh, hag en em zalc'hjont atav war an hevelep hent, o kerzhout hag o vlejal, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz. Priñsed ar Filistined a yeas war o lerc'h betek harz Bet-Shemesh.