Tud Joab a zeuas hag a sezizas Sheba en Abel-Bed-Maaka, hag e savjont a-enep kêr ur c'hae a dape ar voger. An holl bobl a oa gant Joab a doulle ar voger hag he lakae da gouezhañ.
Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Bed-Maaka, Kinnerod a-bezh, hag holl vro Neftali.
En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.
Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Maim, hag holl zastumlec'hioù kêrioù Neftali.