P'en doa gwelet anezho, Jakob a lavaras: Kamp Doue eo! Hag e c'halvas al lec'h-se Mahanaim.
2 Samuel 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim, |
P'en doa gwelet anezho, Jakob a lavaras: Kamp Doue eo! Hag e c'halvas al lec'h-se Mahanaim.
Jakob a gasas kannaded a-raok dezhañ war-zu Ezaü e vreur, da vro Seir, war vaezioù Edom.
David en em gavas e Mahanaim, hag Absalom a dremenas ar Jordan, eñ hag holl dud Israel gantañ.
Evel-se Abner hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad dre ar maez, hag e treuzjont ar Jordan, hag ez ejont dre ar Bitron a-bezh, hag ec'h errujont e Mahanaim.
Bremañ eta ra en em greñvaio ho taouarn, ha bezit tud kadarn. Rak Saül hoc'h aotrou a zo marv, ha ti Juda en deus va olevet da roue warnañ.
Ar roue a lavaras d'e servijerien: Ha n'ouzoc'h ket ez eo ur penn-bras a zo kouezhet hiziv en Israel?
mibien Benjamin, breudeur Saül: tri mil, rak betek neuze an darn vuiañ anezho a oa manet stag ouzh ti Saül;
Ner a voe tad da Gish. Kish a voe tad da Saol. Saol a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.
Ner a voe tad da Gish, ha Kish a voe tad da Saül. Saül a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.
diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,
Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.
Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.
Hag e krias d'ar bobl ha da Abner mab Ner o lavarout: Ha ne responti ket, Abner? Hag Abner a respontas o lavarout: Piv out, te hag a gri d'ar roue?