Abner a gasas eta kannaded da gavout David, evit lavarout dezhañ eus e berzh: Da biv eo ar vro? Hag evit lavarout ivez: Gra emglev ganin, ha setu, va dorn a vo ganit, evit dastum davedout holl Israel.
Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!
David a lavaras da Abner: Ha n'out ket ur gwaz? Piv a zo heñvel ouzhit en Israel? Perak ne'c'h eus ket diwallet da aotrou ar roue? Rak deuet eo unan bennak eus ar bobl evit lazhañ da aotrou ar roue.