37 Evel-se, en deiz-se, an holl bobl hag holl Israel a ouezas n'eo ket dre urzh ar roue e oa bet lakaet d'ar marv Abner mab Ner.
Ha Shimei a gomze evel-henn ouzh e villigañ: Kae er-maez, kae er-maez, den a wad, den fall!
An holl bobl a glevas anezhañ hag a gavas mat, ha kement a rae ar roue a blije d'an holl bobl.
Ar roue a lavaras d'e servijerien: Ha n'ouzoc'h ket ez eo ur penn-bras a zo kouezhet hiziv en Israel?
An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.
eus hanter-veuriad all Manase e Galaad, Jiddo mab Zakaria; eus Benjamin, Jaasiel mab Abner;
Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.