36 An holl bobl a glevas anezhañ hag a gavas mat, ha kement a rae ar roue a blije d'an holl bobl.
Neuze e teuas ur c'hannad da gavout David, hag e lavaras dezhañ: Kalon tud Israel a dro war-zu Absalom.
Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezañ barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.
Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.
Evel-se, en deiz-se, an holl bobl hag holl Israel a ouezas n'eo ket dre urzh ar roue e oa bet lakaet d'ar marv Abner mab Ner.
Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu. Ehan
Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.