2 Samuel 2:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
29 Evel-se Abner hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad dre ar maez, hag e treuzjont ar Jordan, hag ez ejont dre ar Bitron a-bezh, hag ec'h errujont e Mahanaim.
Mont a rejont eta en ti pa oa Ishboshed gourvezet war e wele, er gambr e-lec'h ma kouske. Hag e skojont gantañ, hag e lakajont anezhañ d'ar marv. Goude e troc'hjont e benn hag en kemerjont, hag e kerzhjont an nozvezh-pad dre hent ar blaenenn.
A-raok ma c'hwezh avel an deiz ha ma tec'h kuit ar skeudennoù, deus en-dro, va muiañ-karet, bez evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez war ar menezioù Beter.