Hag e lavaras: Mar bez ar Siriz kreñvoc'h egedon, e teui da'm sikour, ha mar bez mibien Ammon kreñvoc'h egedout, me a zeuio da'z sikour.
2 Samuel 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ. |
Hag e lavaras: Mar bez ar Siriz kreñvoc'h egedon, e teui da'm sikour, ha mar bez mibien Ammon kreñvoc'h egedout, me a zeuio da'z sikour.
Hag en em daolin warnañ e-pad ma'z eo skuizh ha ma'z eo dinerzhet e zaouarn, hag e spouronin anezhañ, e doare ma tec'ho an holl bobl a zo gantañ. Hag e skoin war ar roue hepken.
Met Abishai mab Zeruja a zeuas war sikour David hag a skoas war ar Filistin hag en lazhas. Neuze tud David a douas o lavarout: Ne zeui ken ganeomp d'an emgann, gant aon na vougfes goulaouenn Israel.
Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.
C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Ar maouezed a c'hoarie hag a responte an eil d'eben o lavarout: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil.