Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ.
Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:
David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioù koad siprez, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant sistroù ha gant simbalennoù.
Ha servijerien Akish a lavaras dezhañ: Ha n'eo ket hemañ David, roue ar vro? Ha n'eo ket hemañ an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganañ hag en ur zañsal: Saül en deus lazhet e vil, ha David e zek mil.