Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 18:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Saül a voe gwall fuloret, ar gomz-se a zisplijas dezhañ, hag e lavaras: Roet o deus dek mil da Zavid, ha din-me mil. Ne vank ken dezhañ nemet ar rouantelezh.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 18:8
16 Referencias Cruzadas  

E vreudeur o doa gwarizi outañ, met e dad a zalc'has an traoù-mañ.


E vreudeur a lavaras: Ha ren a ri eta warnomp? Pe hor gouarn a ri? Hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h en abeg d'e huñvreoù ha d'e gomzoù.


Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!


Haman a welas na blege ket ha na stoue ket Mardoke dirazañ, hag Haman a voe leun a fulor.


Al lorc'h ne daol nemet stourmadegoù, met gant ar re a gemer kuzul emañ ar furnez.


Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.


Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremañ, mar displij kement-se dit, e tistroin.


Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?


Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.


Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.


Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.


Adalek an deiz-se Saül a sellas a-dreuz ouzh David.


Saül a gomzas ouzh Jonatan e vab hag ouzh e holl servijerien, evit lakaat d'ar marv David. Met Jonatan mab Saül a gare kalz David.


Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos